Rock 'n' roll

Ar rock 'n roll (svrivet rock and roll ha rock & roll ivez, "brañsellat ha ruilhal") zo un doare sonerezh a zo bet ganet e Stadoù-Unanet Amerika war-lerc'h an Eil brezel-bed, e deroù ar bloavezhioù 1950, goude ijinadenn ar gitar tredan. Dont a ra ar bomm rock 'n' roll eus luc'haj ar sonerien blues a rae an anv-se eus an darempredoù revel. E deroù al luskad rock 'n' roll e veze savet tonioù diwar re ar blues sonet buanoc'h, evel ar ganaouenn That's All Right, Mama gant Arthur Crudup (1905-1974), pa voe kanet gant Elvis Presley (1935-1977). Abred avat e voe azasaet tonioù country music kanet buan, evel Jambalaya Hank Williams (1923-1953) hag a voe adkemeret gant Jerry Lee Lewis (1935-2022), pe Rock Around the Clock Bill Haley (1925-1981), a zo savet war ton Move It All Over Hank Williams. E-keit-se e klaske ar yaouankizoù du ur sonerezh laouenoc'h eget ar blues, hag unan o lakafe da zañsal.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search